Gant ar soñj heñchañ ar skolajidi ha sikour anezhe da zigeriñ o daoulagad war ar bed ekonomikel, ha da heul war ved al labour-douar, e vezer bet d’ar Yaou 24 a viz Genver 2008 e Ploufragan, e Kervicher pe mar karit gwelloc’h e « La Cité des Métiers ». Bet o deus tro da gomz gant labourerien-douar yaouank, da welout stalioù ha diskouezadegoù a bep seurt (loened porzh, leueoù, moc’h bihan…), da ober ur c’hoari ha da gomz gant tud eus skolioù e-lec’h ma c’heller deskiñ micherioù liammet gant al labour-douar. Gwelet o deus pegen ledan eo an dibab ha pegen liesseurt ar micherioù a dro en-dro d’an derc’hel menaj pe da gempenn ar maezioù, betek gwelout micherioù evel kontouriezh pe c’hoazh ober war-dro tud kozh war ar maez. Un digor-spered da vezañ kendalc’het.
| Dizoloiñ micherioù al labour-douar |