Deuet e oa Gwilhom Morin da Skolaj Diwan Bro-Dreger. Labourat a ra en Ofis ar Brezhoneg, ha displeget en deus mont en-dro an Ofis hag ar pemp servij pouezusañ a zo enni. Roet en deus titouroù diwar-benn penaos sikour OAB, en ur vroudañ ar brezhoneg dre ar vro.
Gwilhom Morin a zo o labourat en Ofis ar Brezhoneg. Deuet e oa d’ar 7 a viz Meurzh, dirak 21 skolajiad da zisplegañ petra eo e vicher ha pehini eo labour « Ofis ar Brezhoneg ».
Piv a zo o labourat en Ofis ?
Gwilhom Morin a zo o labourat en Ofis ar Brezhoneg abaoe ur bloaz ‘zo. Goude bezañ bet tapet e aotreegezh war ar brezhoneg, en deus labouret e skolajoù Diwan hag e-giz kelenner noz. Bremañ emañ o labourat er rann « Ajañs Diorren » en Ofis e Kawan (22).
Displeget en deus eo bet krouet an Ofis e 1999 gant ar C’huzul Rannvro. Al labour pennañ a vez graet gant an Ofis a zo stourm en un doare pleustrek evit ar brezhoneg, a-benn lakaat ar yezh war-wel dre Vreizh. Ugent den a zo o labourat eno, hiziv an deiz. Lena Louarn eo prezidantez ar gevredigezh. Ur burev a zo da nebeutañ e pep departamant Breizh, pemp evel-just.
Penaos lâret « Ya d’ar brezhoneg » ?
Evit lakaat ar brezhoneg war-wel ez eus bet krouet pemp rann en Ofis : an Ajañs Diorren, pal hemañ o vezañ mont war an dachenn da ginnig ar yezh en ur glask emglevioù gant an diavaez ( tiez-kêr,…). An eil servij a zo anvet Termbret, pal ar rann-mañ o vezañ sevel geriadurioù, levrioù ha klask ar gerioù ret a-benn treiñ pajennoù internet (Microsoft Word, Skype, Open Ofis…) e brezhoneg. Treiñ a zo ur servij e-lec’h ma vez graet troidigezhioù evit an tiez-kêr, an departamantoù, pe embregerezhioù. Ar pedervet rann a zo « Arsellva ar brezhoneg », ur rann ma vez savet kalz a statistikoù hag a sifroù enni. Ur servij diwezhañ a zo hini ar glad yezhel, ennañ e vez labouret gant an departamantoù a-benn krouiñ panelloù divyezhek pe draoù all. Gant an Ofis ivez eo bet krouet « Ya d’ar brezhoneg », ur seurt emglev digor d’an holl dud hag a zo prest d’ober un dra bennak evit ar brezhoneg. 600 siner a zo dija. Pa vez asantet gant an tiez-kêr, e promet ar re-mañ ober un toullad traoù, war o c’humun, evit saveteiñ ar yezh evel lakaat panelloù divyezhek, digeriñ skolioù pe klasoù brezhonek hag all. Ma vez graet mat al labour ganto e vez roet ul label dezho. Evit ar poent ez eo bet asantet gant 80 ti-kêr, ar pezh a dalvez ez eus 850 000 Breizhad diwar 4 milion hag a zo o vevañ en ur gêr bet sinet ar c’henemglev-mañ ganti.
| Ofis ar brezhoneg |