Un abadenn nevez anvet " Lamponed, kañfarded pe c'hwiled" a zo ganet war RKB ar bloaz-mañ. An abadenn-se a zo graet gant skolidi ha skolajidi asambles gant o skolaerien Vincent Dubois ( skol divyezhek publik Louergad), Sabine Kergoët (skol divyezhek publik Pabu), Virginie Le Boulbin (skol divyezhek prevez Ploubezr) pe o c'helennerien Gwenola Coïc ha Yann-Fañch Millet (skolaj Diwan Plijidi). Peder skol a gemer perzh er raktres-se neuze. Ur wech ar miz e c'hallit klevout pep skol. Klevout a refet anezho d'ar merc'her etre 2 eur ha 2 eur 30 hag adskignet e vez an abadenn-se d'ar sadorn etre 12 e 30 hag 1 eur.
Kemeret o deus perzh 5vet klas ha 4re klas skolaj Diwan Plijidi er raktres-se. Ar re 5vet o deus kinniget div abadenn, unan war ar bleizi e lec'h ma c'haller selaou kontadennoù, barzhonegoù ha sketchoù o tisplegañ troioù-lavar; eben o kinnig roueed Breizh.
Ar re 4re o deus labouret war an nukleel, ar milinoù-avel hag efedoù an nukleel e Tchernobyl.

Setu amañ ar 5vet Du goude bezañ bet enrollet o abadenn war ar bleizi.

Selaouit an abadennoù.

Un abadenn sizhuniek war Radio Kreiz Breizh