Daou arzour hag arzourez warn-ugent troet gant Breizh hag ar brezhoneg a zo emvodet e Tregastell, Bro-Dreger, a-benn diskouez o oberennoù d’an holl ; setu petra eo « Awen Breizh », saloñs divyezhek an arzoù aozet gant Poellgor an Tarv. Daou arzour brudet all a oa bet pedet ouzhpenn dezho : Jean-Paul Le Buhan ha Jean-François Chaussepied. E-touez an holl oberourien-se e oa ret kavout pehini anezho a ziskoueze ar gwellañ ar « Heson », da lavarout eo, an hini deuet a-benn ar gwellañ da liammañ ster e oberennoù gant ur varzhoneg. Pep livour, kizellour pe luc’hskeudennour a ranke kavout al liamm-se gant ur skrid barzhoniel bet skrivet gantañ pe get. Aze emañ ar spered a gevre an holl arzoù kenetrezo. Ylag, Yann-Lug ar Gall, eo a zeuas ar maout gantañ pa ‘z eo deuet a-benn da genstagañ ha da lakaat da genglotañ e daolennoù du o liv gant ur varzhoneg bet savet gant Maodez Glandour.

D’ar Yaou 4 a viz Here e oa bet gweladennet an diskouezadeg-mañ gant pempvet klas Skolaj Diwan Bro-Dreger e Plijidi. Plijadurus e voe ar weladenn rak dedennet eo bet selloù hag evezh an dud yaouank gant an dastumad oberennoù niverus ha kaer, ha war ar memes tro, gant displegadennoù an arzourien hag an arzourezed a oa eno. Goude Awen Breizh ez eo dalc’het ar skolajidi da vont gant o baleadenn war o zreid davet Ploumanac’h, un tri c’hilometrad bennak alese, ha sellet eno gant aked ouzh un ugent delwenn ramzel bennak diazezet war ur frankizenn anvet bremañ « Tachenn diskouez Christian Gad ». Amañ ez eus bet ur sumpoziom kizellourien e miz Gwengolo, ha pinvikaet eo bet a galz an dastumad delwennoù gant arzourien a bep seurt bro, Japan zoken.

Digor e vo diskouezadeg Awen Breizh betek an 30 a viz Here e sal gouelioù Tregastell, eus 2 eur d’enderv da 6 eur d’abardaez. Diskouezadeg Ploumanac’h, hi, a vez a wel d’an holl bemdez a-hed d’ar bloaz. Setu danvez ur bourmenadenn gaer a vez kinnig dimp neuze.

Pa glot an awen gant Breizh