Deuet e oa Erell Beloni da enrollañ ar 5vet klas ar bloaz-mañ evit komz eus o fezh-c'hoari war ar grenn-amzer. Plijadur he deus bet o klevet tudennoù a bep seurt o tisplegañ dezhi o roll er pezh-c'hoari : ur roue n'en deus ket kalz a dra da lâret rak e vez ar rouanez mestrez er gêr, ur c'hi, ur marmouz, staoterezed oc'h ober war-dro ar rouanez, he bugale, soudarded troet war ar boeson hag ar merc'hed kentoc'h evit mont da vrezeliñ, ur sorserez, Marzhin ....

Skignet eo bet an abadenn-se d'ar Meurzh 2eil a viz Even.

Enrolladenn c'hoariva 5vet gant Erell Beloni