Ar bloaz-mañ ez eus bet aozet un devezh war ar c'hoariva e Montroulez. Eno o deus c'hoariet skolajidi Diwan Gwiseni, Kemper, Plijidi hag ur skolaj divyezhek a Lesneven.
Ar re 5vet o deus kinniget ur pezh-c'hoari bet savet ar bloaz-mañ war buhez ur roue hag ur rouanez er grenn-amzer. Met trec'h e oa ar rouanez war ar roue, daoust dezhañ bezañ aliet gant e dad ha sikouret gant Marzhin hag e c'halloudoù burzhudus. Ur bern merc'hed a rae war-dro ar rouanez ha se a rae plijadur dezhi. Ret e oa dezhi bezañ brav rak dedennet e oa gant ur paotr yaouank koant a rae hip-hop ...Echuiñ a ra fall a-walc'h an traoù : istorioù avius, soudarded a chom o evañ gant ar merc'hed e plas mont da vrezeliñ ... Ne chom bev 'met ki ar roue ha marmouz ar rouanez a euredo e fin an istor.
Ar re 4re o deus kinniget un nebeud sketchoù lakaet kichen-ha-kichen evit sevel un istor en ur mirdi. Kinklet eo bet ar mirdi-se gant oberennoù ar skolajidi ha dont a ra a bep seurt tud da weladenniñ an oberennoù-se ........
| Devezh c'hoariva e Montroulez |