E-pad ar c'hentelioù galleg e oa deuet Catherine Dolghin eus Dielloù Departamant Aodoù an Arvor d'ar skolaj da lakaat ar vugale da zizoleiñ skridoù diwar-benn ar wezh diwezhañ ma oa bet kaoz eus kounnar e Plijidi.
Un digarez dezhe da lenn kartennoù ha skridoù kozh, da zigejañ anezhe, da heuliañ pennad hent ar bleiz ha da zeskiñ ar mod da renkañ an dielloù.
War-lerc'h e oa bet graet tammoù enklaskoù hiniennel da lakaat an deskamant diordinal-se e pleustr.
Diwar se o devoa komprenet ar vugale al liammoù a vez etre degouezhioù ordinal ha danvez al lennegezh.
| Dielldi an departamant |