Er bloaz-mañ e vo un eskemm etre Skolaj Diwan Bro-Dreger e Plijidi hag ur c'helenndi anvet Lizeoa Axular e Donostia. Deuet e oa nav Euskarad hag Euskaradez warn-ugent hag o div gelennerez d'ar skolaj da weladenniñ ac'hanomp Bretoned e-pad ur sizhunvezh eus al Lun 26 a viz C'hwevrer d'al Lun 5 a viz Meurzh. Gweladennet o deus Plijidi diouzhtu d'ar Meurzh ar beure. Displeget e voe dezhe un tamm eus istor ar vro eus talek an henamzer pa voe savet ar peulvinier betek brezelioù an ugentvet kantved. Degemeret int bet en ti-kêr war-dro unnek eur hanter diouzh ar beure gant Yolande Barbedette, an itron Maerez, Paol ar Rouz, an eilmaer e karg eus al labourioù hag Andre Bac'her, kuzulier ti-kêr. E-pad an endervezh o deus heuilhet kentelioù er c'hlasoù gant o c'henskriverien a Vreizh. D'ar Yaou ar beure e oa bet aozet un devezh e-kostez Pleuvihan, er CEVA pe greizenn arnodiñ hag spletusaat ar bezhin, hag e Pempoull goude merenn gant gweladenn Mirdi Dilhadoù Breizh. Eno e voemp degemeret brav gant izili kevredigezh ar mirdi ha Kreizenn Añjela Duval en o zouez Ivet an Ostiz, ar brezidantez.
D'ar Yaou da noz e voe ur pezh abadenn dañsal gant an holl skolidi, Euskariz ha Bretoned, er Skolaj hag e voe e-leizh a blijadur. D'ar Gwener e krogjont o devezh beaj gant ur valeadenn war Roc'h Hallaz e Plistin e-lec'h ma voe kontet dezhe un toullad eus mojennoù ar vro, Kêr Iz, sant Eflamm hag ar Roue Arzhur. Goude se, e fin ar beurevezh e oa bet aozet dezhe ur weladenn en ur stal jistr, hini Jilberzh an Avanant e Tredraezh. A-hed d'an endervezh goude e neujont e poull dour-sall ar Forom e Tregastell. D'ar Merc'her, d'ar Sadorn ha d'ar Sul e oant en o familh degemer e-lec'h m'o deus graet ur bern oberiantizoù dedennus evel mont d'ur predti pizzeria pe c'hoazh da c'hoari bouloù pe v-bowling. D'ar Sadorn da noz o devoe tro da zizoleiñ unan eus meuzioù brudetañ Breizh, da lavarout eo, ur pred krampouezh, ha da heul, da zañsal er fest-noz. Aozet kaer e oa bet an traoù e Pañvrid gant Kuzul Skoazell ar Skolaj ha Bagad Pañvrid. D'al Lun siwazh, rak bez' e oa echu o beaj gante dija, e voe pokadeg ha garmadeg dirak ar skolaj pa guitajont ac'hanomp. An heol a oa o parañ neuze pa ne oa ket bet gwelet a-hed d'ar sizhun kazimant. Marteze e oa se evel un diougan eus an amzer a vo pa yelo kastilhanegerien Plijidi da Zonostia a-benn nebeud eus an 19 d'ar 26 a viz Meurzh. Eno e vo lidet gouel Europa e Lise Axular (distagit Achoular), rak estrevit ar Vretoned a vo... pedet ez eus bet ivez Alamanted hag Italianed yaouank da zont. 'M eus aon e kanfont holl " Kanenn d'al Levenez " war don navet simfonienn Beethoven, da lavarout eo, kanenn ofisiel Europa. Daoust ha n'eo ket gant eskemmoù a seurt-se e ray Europa berzh e-touez hon yaouankizoù ?

| Breizh-Euskadi : Europa vev ha laouen |


