Breizh-Euskadi : Eskemmoù etre kenskriverien euskarat ha breizhat

Un tregont bennak a skolajidi eus ikastola Lixeioa Axular, lec'hiet e Donostia-San Sebastián, a zo bet degemeret gant tud Skolaj Diwan Bro-Dreger e Plijidi eus an 9 d'ar 16 a viz Here tremenet. Dont a rae ar veaj-se, diazezet war studi ar yezh hag ar sevenadur, da heul un eskemm lizheroù etre skolajidi an div skol. Lojet int bet er gêr gant o c'henskriverien eus Diwan.

E-kerzh ar veaj e vezer bet asambles o weladenniñ Kêr Delekom hag ar Radom e Pleuveur-Bodoù, Kastell ar Roc'h-Ugu e Pleuzal hag Abati Boporzh e Pempoull. Poaniañ o deus graet hon heñcherien eno da reiñ displegadurioù skiantel, istorel ha relijiel en ur yezh plaen d'an holl da gompren. Plijet eo kalz dezho, ivez, kaerder Aod ar Vein Ruz e-kerzh ar valeadenn hon eus graet en-dro da veg-douar Ploumanac'h, ha kemend-all ivez hini Aodoù Goueloù e-kostez Keriti-Pempoull.

E-touez an darvoudennoù pouezusañ a zo bet, emañ ar fest-noz bet aozet d'ar Sadorn 11 a viz Here e Kawan gant Diwan Lannuon hag ar boued mat bet keginet ken koulz gant Deirdre ha Kuzul Skoazell ar Skolaj. Bez' ez eus bet fest-noz ivez d'al Lun da noz aozet gant kasourien ar Skolaj, Alwena, Enora ha Kevin, e-lec'h m'hon eus bet tro da glevout sonerien ha kanerien dispar ar skolaj.

Un darvoudenn all zo bet d'ar Meurzh, un degemer a-zoare e ti-kêr Plijidi gant ar Vaerez hag ar c'huzul-kêr p'o doa prientet ur banne a-enor, pep a werennad jistr hag un tamm fars graet gant Sebastian, keginer ar barrouz ! Profet ez eus bet dezhi un daolenn hervez oberenn Eduardo Chillida eus Donostia, un arzour euskarat brudet dre ar bed holl, abalamour m'emañ a r gêr-se o klask bezañ anvet da gêrbenn Europa ar Sevenadur e 2016.

D'ar Meurzh, an devezh diwezhañ, e voe graet un tamm skol da Euskariz war istor ha geografiezh Breizh gant Yann-Fañch, kelenner war an istor-geografiezh, ha war ar brezhoneg gant Gireg, hag eñ kelenner war an danvez-se. E fin an devezh e voe aozet c'hoarioù war ar park gant Jil, kelenner war ar sport, hag e voe gwelet strolladoù Euskariz ha Bretoned mesk-ha-mesk o sach war ar gordenn, o c'hoari pezhioù, hern-kezeg, mellzorn pe velldroad.

Trugarekaat a ra aozerien ar veaj renerezh hag implijidi ar skolaj o deus ranket plediñ gant an 30 skolajiad a oa ouzhpenn. Trugarekaat a reont ivez ar C'huzul Meur da vezañ aotreet d'ar genskriverien euskarat da vont ha da zont dre o c'hirri-boutin Tibus.

Mont a raio skolajidi Plijidi da zDonostia e miz Mezheven, eus ar 4 d'an 11.

Roland ar C'hwerv ha Gireg Konan