Ur fest-noz a vez bep bloaz gant Radio Kreiz Breizh evit reiñ disorc'hoù ur c'hoari : dibabet e vez tonioù gant ar radio ha ret e vez divinout peseurt tonioù en o zouez a blij ar muiañ da selaouerien RKB. Profet e vez pladennoù d'ar re az a ar maout gante.

Hag ar bloaz-mañ e oa bet pedet tud yaouank da zont da ganañ ha c'hoari. Ur skipailh eus ar skolaj a voe gwelet : kañfarted Magor, Paotred Digourdi (evit ar c'han ha diskan) hag ar Vreudeur Oger (akordeoñs ha Bombard).

Fest-noz RKB