Kemeret o doa perzh skolajidi Plijidi e Kan Ar Bobl Kawan ar bloaz-mañ. Ar re 6vet ha 5vet o doa kanet kanaouennoù hengounel. Aet e oa ar maout gant ar re 4re, ar merc'hed hepken, evit ur ganaouenn savet gante o tisplegañ buhez ar skolaj hervezo.
Evel-se e oant bet kaset da Bondi hag eno o doa gounezet PRIZ AR C'HROUiÑ.
Amañ dindan 'vo tu deoc'h klevet an ton kanet gant ar c'hlasad a-bezh e-kerzh ur gentel sonerezh e lec'h ma kemere perzh Yann-Guirec Le Bars gant e c'hitar. Trugarez vras dezhañ.

| Kan ar Bobl |