D'ar Sul 27 a viz Genver e oa devezh ar C'han ar Bobl e Kawan. An holl glasoù o deus kemeret perzh ha kalz a blijadur a zo bet ! Plijet e oa ar grennarded o kinnig ar c'hanaouennoù bet desket gante 'pad o c'hentelioù sonerezh. Gonezet eo bet ar priz kentañ gant ar re 6vet, an eil gant ar re 3de.

Mont a refont da ganañ o c'hanaouenn adarre da Bondi 'benn ar Sul 13 a viz Ebrel. Klask a raio ar re 6vet gounit priz ar c'hanaouennoù hengounel hag ar re 3de hini ar grouidigezh gant o c'hanaouenn nevez war ar garantez !

Chañs dezho ha trugarez d'ar gevredigezh Al Levrig ur wech ouzhpenn evit an aozadur. Prizioù brav a oa ar bloaz-mañ c'hoazh. Mont a raio ar re 6vet da welet un abadenn er "C'harré Magique" (c'hoariva Lannuon), ar c'hreiz Breizh Akademmi 2, d'ar Meurzh 6 a viz Mae.

Kan ar Bobl