Alwena Ar Gall ha Sterenn Diridollou o deus gounezet ar priz kentañ evit ar c'han ha diskan e kan ar bobl Mael-Karaez d'ar Sul 8 a viz Meurzh gant un heuliad gavotennoù.
Mont a refont da ganañ e Pondi d'ar Sul 5 a viz Ebrel evit ar gourfenn.
Setu amañ Kañfarted Magor. Deuet e oant da ganañ un heuliad fisel.
Gounezet o deus an trede priz e Mael-Karaez a-rampo gant Paotred Digourdi.
Paotred digourdi o deus gounezet an trede priz a-rampo gant kañfarted Magor evit un heuliad gavotennoù da zevezh kan ar bobl Mae-Karaez d'ar Sul 8 a viz Meurzh. Dominig Jolivet en doa labouret gante 'pad ar bloaz.
Ha kanet o doa ivez evit kas fest-noz Bagad Pañvrid en-dro d'ar Sadorn 7 a viz Meurzh.
|
Kan ar Bobl |
 |