Pa oa aet kastilhanegerien ar skolaj da vro Euskadi, ar skipailh kelennerien en doa divizet d'ober war-dro an alamanegrien o kinnig dezhe a bep seurt oberiantiz a-hed ar sizhun. E-touez an oberiantizoù-se o doa da gemer perzh en ur c'henstrivadeg aozet gant ar greizenn "CLEMI" (Centre de liaison de l’enseignement et des médias d’information) eus akademiezh Breizh. E giz-se, o deus bet tro da implijout meziantoù lemm a-walc'h, da eskemm gant ur c'hazetenner eus "Bremañ" ha da studiañ a bep seurt framm eus pajennoù kentañ ar brudetañ kazetennoù.

Ar pal a oa sevel pajenn gentañ ur gazetenn ijinet gante ha gant sikour un nebeud depechoù choazet gant kazetennerien a-vicher eus an AFP. Gellout a raent en ober en brezhoneg pe en alamaneg.

Manon Sabot, Metig Jakez-Vergas, Erell Simon ha Chann An Hour o deus rannet o skipailh e daou a-benn ingalañ al labour etreze ; Manon ha Metig o deus savet ar bajennad gentañ en brezhoneg pa oa Erell ha Chann oc'h ober ar memes tra en alamaneg.

8 skipailh pevare trede o deus savet traoù, 263 war an akademiezh a-bezh, pevar eus hon skolaj Diwan Bro Dreger a oa bet rak dibabet evit ar rann "Skolaj" ! Unan hepken en deus gounezet hag eo bet pedet d'ar Merc'her 27 a viz Even er greizenn nevez flamm ar "maezioù frank" e kreiz-kêr Roazhon evit ma vefe roet dezhe o friz.

Gourc'hemennoù merc'hed !

Da c'houde hon eus profitet evit gweladenniñ Skol-veur Roazhon II e "Keryann".
Sizhunvezh ar c'hazetennerezh : Ur priz gounezet !