Muzisianed a-vicher oc'h enrollañ o fladenn er skolaj

Ar bloaz-mañ hon eus bet chañs degemer tri arzour a-vicher ar strollad KEJ er skolaj. 'Pad ur sizhunvezh o deus labouret evit enrollañ o zrede fladenn er skol. Amañ dindan e welfet penaos e oant staliet er sal evit o enrolladennoù. Gwelet a rit kein Philippe Gloaguen, soner gitar, Pierrick Tardivel ouzh ar gourrebed-boud a-zehou ha penn Jean-Luc Thomas, fleütour a-gleiz. Enrollet eo bet ar bladenn gant Philippe ollivier, ijinour ar son ha muzisian ivez.

Selaou jingle RKB enrollet gant ar skolajidi

KEJ