Muzisianed a-vicher o kinnig o fladenn er skolaj

Deut eo trede pladenn ar strollad KEJ er-maez. Enrollet e oa bet
warlene er skolaj. " La danse du feu " eo anvet ar bladenn-se. Daou
don a zo enni hepken daoust ma pad ar bladenn un eurvezh kazi. Evit
hon brasañ souezh eo anvet " PLIJIDI " an eil ton dre m'o doa savet
hag enrollet o zon er skolaj.

An ton-se a c'haller klevout war http://www.hirustica.com

Ar bloaz-mañ int deut da gejañ en-dro gant ar grennarded. C'hoariet o
deus ha selaouet ouzh ar vugale o kanañ. Plijadur a zo bet en deiz-se,
d'ar Gwener 16 a viz Du 2007.


KEJ o kinnig o fladenn