An holl skolajidi 5vet klas a zo bet e Bro Gembre ur sizhunvez-pad e viz Mae. Dizoloet eo bet kreizkêr Kardiff, ar c'hastell, ar stad millenium, ha mirdi Kardiff. Bet omp bet da welout ur geriadenn gwech-all-goz anvet St. Fagans e-kichen Kardiff. Assemblez gant Deirdre, Jil, ha Ahmed, ez eus bet tu d'an holl a-stroll da ziskenn e-barzh ar min mein glaou ( Big Pit Mine ) gant tud a-vicher. D'ar yaou d'an abardez eo bet c'hoariet bowling... memes ar blenier, Christophe, en deus graet. O tont en dro eo bet gwelet Bath hag e dourdi Roman. Brav-tre e oa an amzer e-pad ar veaj !

Diolch Gaerdydd, hwyl ! Trugarez Kardiff, kenavo ! Thank you Cardiff, goodbye !

Bro Gembre: Degemer mat e Kardiff ! Croeso y Gaerdydd !