A-drugarez d’ar raktres Comenius savet er Skolaj Diwan Bro-Dreger war tem ar yec’hed eo bet kaset pevar skoliad ha div gelennerez e bro Lituania penn kentañ miz Ebrel 2008. Paeet eo bet gant arc’hant Europa dre an ofis Comenius (yalc’had deskadurel). Setu ar veaj kontet gant ar skolajidi.

Un tamm paper…. ur c’hreion…..setu graet ul lizher « motivation » ganeomp. Pevar miz war-lec’h, neuze eo kroget evidomp un « aventure » bras e Senieji Trakai, ur gêriadenn ne bell eus Vilnius, kêrbenn Litunania.

Pemp warn-ugent eurvezh….. tri c’harr-nij, 2500 km, omp erruet en ur vro dianavezet ganeomp evit ar poent. Ur cheñchamant bras evit hor daoulagad. An natur teuzet gant ar skorn hag an heol, tier koad ha liesliv, lennoù ha koadoù e pep lec’h. Degemeret omp bet gant Irena, en ur skol 77 skoliad enni (etre CP hag eilvet). Kelennet e vez ar yezh poloneg dre ar soubidigezh er memes mod ha Diwan. Eskemmet hon eus ganto (tud an Izel-vroioù, Lituania ha Bulgaria) en ur gregiñ gant ar sportoù. Gant ar saozneg hon eus eskemmet leun a zraoù. Kinniget eo bet pep bro hag o skol, ha kentelioù yezh zo bet graet d’ar re all (un nebeud gerioù, niveroù eus unan da dek).

Dizoloet eo bet mirdioù, kêrbenn Lituania (Vilnius) ha dudioù a bep seurt a zo bet graet (Poull-neuial, poull-rinklañ, bowling). Dizoloet eo bet ivez tier kozh hag istor ar vro, evel e kastell Trakai. An devezh a-raok diwezhañ hon oa fardet krampouezh ha tañvet ar boued hengounel eus ar broioù all (Cepelinai ha blyni eus Lituania, soubenn eus Bulgaria, apfeltart eus an Izel-vroioù). Hag evit echuiñ ar veaj ez eus bet ur ‘’ Party ’’. And we are so sad because we will not see our friends again… Met reoù ‘zo a deuio ben bloaz e Plijidi.

Viso gero !

Savet gant Elouan, Vefa, Dewi hag Aziliz

Bretoned e Lituania