Emaon o vont da gomz deoc'h eus Marie Laure Groix, un animatourez a-feson e RKB, «Radio Kreiz Breizh». Goude he bachelouriezh he deus dibabet ur skol-veur war ar c'heografiezh hag an endro. Ne voe ket dedennet kement-se gant ar studioù-se neuze e krogas gant ar brezhoneg en ur ober stajoù liesseurt. Goude bezañ bet he aotreegezh e chomas ur bloavezh dilabour. Kinniget e voe dezhi dre zegouezh ur c'hontrad-stummañ e Radio Bro-Wened ha war-lerc'h e RKB. Laouen-kenañ eo eus he micher ha plijet bras gant he lec'h-labour.

Penaos e tibabez piv mont da c'houlennata? Ha degemeret mat e vezez?

Atav e kavan tud da vont da atersiñ. Evit-se, ez an d'an ti-kêr a-benn kaout an niverennoù-pellgomz hag e c'houlennan gant an dud ha posupl e vefe o c'houlennata. Atersiñ a ran un den e-pad peder eurvezh, troc'hañ a ran an atersadenn a-dammoù hag e vez skignet anezhi a-hed ar sizhun.
Dre vras e vezan degemeret mat gant an dud. A-wechoù em eus souezhadennoù bras gant reoù 'zo. Respont a reont gant «ya» pe «nann» hepken neuze ez eo borodus evit ar selaouerien.

Penaos en em santez pa atersez tud evel ma rez ha dreist-holl tud vrudet?

Peurliesañ e c'hoarzhan gante, n'on bet fumet gwech ebet ha gouelañ n'am eus ket bet tro d'en ober c'hoazh.
Plijus kaer eo atersiñ tud vrudet evel Marthe vassallo, Denez Prigent pe Nolwenn Korbell met goulennata krennarded a zedenn ac'hanon ivez peogwir o deus kalz a draoù da gontañ ha n'o deus ket aon da larêt an traoù.

Gant petra ez out dedennet ar muiañ en da vicher? Hag an nebeutañ?

Mont en darempred gant an dud, reiñ fiziañs en o brezhoneg ha reiñ un tamm joa dezhe da gomz ar yezh-se.
N'on ket dedennet tamm ebet gant ar c'heleier ; ne blij ket din furchal er c'hazetennoù titouroù a-ziwar darvoud-mañ-darvoud bet tremenet en derc'hent.

Trugarez vras da vezañ laosket ac'hanon da atersiñ ac'hanoc'h. Kalz a blijadur am eus bet ha hetiñ a ran deoc'h kalon vat evit kenderc'hel gant al lañs-mañ.
Dav eo derc'hel soñj memestra ez eus ul lec'hienn, lec'h ma c'heller selaou war-eeun pe adselaou abadennoù RKB: www.stalig.com.

Kenavo ha ken ur wech all!

Gwenn Menez

Kejadenn gant un animatourez e RKB