Degemer arzourien ha kinnig o abadenn " Mort De Rien "
Deut e oa tri arzour Pascal Rueff a zibun testennoù e galleg war Tchernobyl, Morgan (telenn brientet ha kan) ha Philippe Ollivier (bandoneon) sonerien da eskemm gant ar 4re klas war D-Tchernobyl. Pascal ha Morgan a zo bet div wech 'kostez Tchernobyl evit gwelet ar vuhez goude tarzhadenn ar greizenn nukleel e Tchernobyl hag eskemm gant an dud a zo chomet eno. Bet int bet eno ar wech kentañ evit krouiñ un abadenn e koun 20vet deiz-ha-bloaz an darzhadenn rak un abadenn a oa bet savet eno war al lec'h e koun an dud marvet a-benn klask sioulaat ar greizenn.
Respontet o deus d'ur bern goulennoù bet savet gant ar grennarded. Labouret o doa ar re yaouank hen a-raok war efedoù an nukleel hag ar pezh a oa bet c'hoarvezet e Ukrenia, ha bet e oant bet o welet an diskouezadeg fotoioù o tiskouez ar vuhez pemdez hag ar gweledvaoù goude an darzhadenn e mediaoueg Gwengamp. Kinniget o deus dimp ivez un tañva eus o abadenn.
Gallout a rit gweladenniñ al lec'hienn internet: http://www.tchernobyl.fr/radio/?page_id=5
Poltred tennet gant Monique Mazévet (Télégramme an 21/06/2007)

| "Mort de rien" |