Deut 'oa Strollad Kallag da ginnig o abadenn c'hoariva diwezhañ anvet " Salokras pe ar seizh pec'hed kapital " d'ar skolajidi d'ar 7 a viz Kerzu 2006. Plijet-tre e voe ar skolajidi gant an abadenn.
E-kreiz an abardaevezh e oant deut da gaozeal gant krennarded an 3de klas. Ar re yaouank o doa savet ur bern goulennoù ouzh Marie-Hélène Morvan ha Sylvain Botrel, o daou aktourien, a-benn kompren gwelloc'h ar strollad: o c'hoantoù, o flijadurioù hag o falioù.
Tu 'zo kavout titouroù war an holl strolladoù c'hoariva e brezhoneg war al lec'hienn-mañ :
| Degemer Strollad Kallag |