E-pad o c'hentelioù galleg ha, resisoc'h se, e-pad ur sekañs diwar-benn ar studiañ barzhoniezh (programm ofisiel), o devoa en em g avet ar skolajidi 4re gant ar barzh Ivon ar Menn, d'an 29 a viz Genver, d'ar 5 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer 2007. Er skol o devoa studiet diwezhañ oberenn ar barzh Besoin de Poème embannet e 2006 (le Seuil) hag e-pad an emgav kentañ o devoa kaozeet eus ar vicher skrivagner, an awen hag ar gizidigezh. An eil emgav a oa anezhañ ur pennad lenn barzhonegoù a vouezh uhel da gompren pouez an taol-mouezh a-benn reiñ buhez ha ster d'ar barzhoneg. E-se o devoa lennet an holl vugale o barzhonegoù dezhe gant sikour o c'helennerez hag Ivon. E-kerzh an trede emgav e oa bet savet un destenn voutin diwar destennoù berr diwar-benn temad ar grennardiezh.
Eskemm, from ha gwirionez a oa bet.
Enoret e oa bet barzhonegoù'zo dre an embann d'an 29 a viz Meurzh 2007.

| Yvon ar Men er skolaj |