| Diwan hag ar brezhoneg |
Istor berr ar brezhoneg E-barzh strollad yezhoù keltiek an inizi emañ ar brezhoneg, hag evit bezañ resisoc’h e familh ar yezhoù “brezhonek“ pe “predenek“ e-lec’h m’emañ ivez ar c’hembraeg, komzet e Kembre, hag ar c’herneweg, yezh Kerne-Veur. Ar brezhoneg zo unan eus ar yezhoù nann-roman komzet war an tiriad gall, gant ar flamankeg, an euskareg hag an alzasianeg-alamaneg.War-dro ar pempvet kantved eo bet aloubet Breizh gant tud deuet eus Kembre ha Kerne-Veur. Bec'h o devoa ar re-mañ gant ar Saozon hag an Angled. D’ar mare-se, ne ouezomp ket hag-eñ e oa bet peur-romanekaet Breizh, pe ne veze komzet nemet galianeg (ur yezh keltiek kevandirel). Forzh peseurt galloud politikel a vefe bet e penn Breizhiz, eo romanekaet Breizh adalek an dekvet kantved. Adalek ar prantad-mañ, e c’hellomp goulakaat ez eus bet komzet brezhoneg ha romaneg er vro. Diforc’het e vez tri frantad en emdroadur istor ar brezhoneg Ar prantad kentañ a zo hini “ar brezhoneg kozh”, etre ar pevarvet hag an unnekvet kantved. N’hon eus kavet nemet dielloù iliz eus ar mare-se. Skrivet int en ur yezh damheñvel diouzh re brezhoneg Breizh-Veur. Kavet e vez enne amprestoù gerioù galianeg, romaneg ha galleg kozh. Gallout a reomp en em ziazezañ war studi ar brezhoneg kozh a-drugarez da anvioù an dud, da lec’hioù ( gant an anvioù lec’h arouezus e plou-, plo-, pleu-). Emdroadur an anvioù-lec’h-se a zistaol ar c’hemm-fonetik ‘zo bet e-pad ar c’hantvedoù tremenet. N’eus ket bet miret roudoù eus skridoù lennegel ar prantad-mañ. Gouzout a reomp he doa Mari a Frañs skrivet e galleg gourleniadoù brezhonek anvet "gourleniadoù Breizhiz". Prantad ar brezhoneg-krenn a ya eus an daouzekvet d'an triwec'hvet kantved. Anavezet eo a-drugarez da skridoù 'zo evel ar geriadur teiryezhek brezhoneg/latin/galleg, anvet “Katolikon”. Moulet ‘oa bet e 1499 gant Jehan Lagadeuc (Yann Lagadeg). Ar brezhoneg a zo aet da rannyezhoù pe em dialektizet a-dammoùigoù. An takadoù disheñvel a ziskouez doareoù fonetikel disheñvel a-bouez. An diouer a skritur hengounel he deus reizhet ar yezh. Diforc’het e vez neuze pevar zakad rannyezhel : Bro-Gerne, Bro-Leon, Bro-Dreger (ha Bro-Oueloù) ha Bro Gwened. Adalek an naontekvet kantved, emeur kroget da sevel oberennoù lennegel e brezhoneg, pergen teskad barzhonegoù kozh ar Barzhaz Breizh (skrivet gant Hersart de la Villemarqué). E-kerzh an ugentvet kantved, emeur kroget da gelenn ar brezhoneg er skolioù. Ar brezhoneg na varvo ket ma talc’h an dud d’e gomz. En deiz a hiziv ez eus 200.000 den o komz anezhañ e rannvro Vreizh pevar departamant. |
|
| Diwan eus 1977 betek bremañ
Savet eo bet Diwan en 1977, gant tud a youl vat o doa c’hoant lakaat ar yezh da vont war-raok. E 1977 e voe krouet ar skol-vamm Diwan kentañ e brezhoneg. Un nebeud bloavezhioù war-lerc’h, e 1980, e vo savet ar c’hentañ klas kentañ-derez Diwan. An emglev kentañ a voe sinet gant an Deskadurezh Stad e 1983. Tri bloaz war-lerc’h e voe sinet ur raktres enframmañ 31 skolaer met nullet e voe an emglev-mañ e 1987 ha kinniget kontradoù eeun d’an dud. E miz Ebrel 1988 e voe sinet un emglev lakaet ennañ doareoù mont-en-dro ar skolioù Diwan ha lodenn an arc’hant roet gant ar Stad ha kuzulioù ar rannvro e Breizh. Degemeret e voe 10 kontrad plaen. E 1988 e voe digoret eil derez Diwan. Sinet e voe un emglev e 1990 gant an Deskadurezh Stad. Diwan en doa neuze 51,5 post mestr gant ur c’hontrad. |