Plijidi a zo ar gêriadennig a zegemer skolaj eil derez Diwan Bro-Dreger. Boulvriag a zo er c’hornôg, Sant-Rian en norzh hag uheloc’h c’hoazh, Gwengamp, hag a zo ur pemzek kilometr bennak eus Plijidi. Plijidi a zo war harzoù Bro-Gerne er su ar pezh na harz ket ouzhimp da lâret ez eo ar skolaj hini Bro-Dreger. Ar c’humunioù tro-dro dezhi a zo Boulvriag, Sant-Fieg, Senven-Lehar ha Magor.
Lec'hiet eo Plijidi evel Gwengamp war bladenn Penteür. He gorread a zo 2579 ha. Treuzet eo gant an Trev, ur stêr a rae an disparti etre Plijidi-Treger, ar Plijidi a-vremañ, ha Plijidi-Goueloù, deuet da vezañ Senven. En 250 m uhelder emañ. 638 annezad a zo enni, 120 den ouzhpenn ma vez kontet tud ar skolaj.
Evit dont d’ar skolaj
Evit dont da Blijidi ez eo gwelloc’h tapout an hent-bras a ya eus Brest da Roazhon. Pa vezer degouezhet e Gwengamp, e taper hent Boulvriag. Ur wech erru e Boulvriag, grit tro an iliz ha kit davet Plijidi. E penn an hent emañ.
Chañs vat !!