Profañ Arc’hant

Abaoe 1995, bloavezh e grouidigezh, ez eo Skolaj Diwan Bro-Dreger, ur skolaj kevredigezhel, lik, digoust, digor d’an holl ma vez brezhong yezh ar c’helenn hag ar vuhez ennañ.

Anavezet mat eo ar bedagogiezh dre soubidigezh evit bezañ an doare gwellañ da zeskiñ mat a yezh ha mat. Doareoù kelenn DIWAN a ziskouez ivez bezañ efedus dre disoc’hoù ar skolidi d’an arnodennoù.

Met berr awalc’h eo an arc’hant gant hor skolaj evit seveniñ ouzh e gefridi hag, en desped da labour kerent ‘zo, n’eo ket pinvidik awalc’h evit gallout kas da benn holl raktresoù pedagogel kinniget gant ur skipailh kelennerien gant kalz a startijenn ha youlek evit e skolajidi.

Setu perak e vo degemeret mat bepred ho skoazell, pe e vefe un donezon pe e vefe un dreuzvankadenn viziek.

Ar spletoù :

Gant profañ arc’hant e c’hallit kaout un distaol tailhoù war ar c’horvoder a 66% eus ar sammadoù roet (bevennet a 20% eus ho kopr diskleriet).

Un testenni a vo resevet ganeoc’h a-raok mare an diskleriadurioù.

Pellgargañ reolioù an donezon